ITRANS

ITRANS (saozneg: "Indian languages TRANSliteration"; "Treuzlizherennadur Yezhoù India") a zo anv ur sistem diorroet gant Avinash Chopde evit romanekaat meur a doare-skrivañ bramiek implijet evit skrivañ meur a yezh indezek.

Daoust ha ma oa bet ijinet er penn-kentañ evit treuzskrivañ al lizherenneg devanagari dreist-holl implijet evit skrivañ ar sañskriteg, an hindeg, ar marateg, nepaleg, ar sindeg, h.a., e c'hell bezañ implijet evit treuzskrivañ doareoù-skrivañ all implijet evit skrivañ yezhoù India, d.l.e resisoc'h an tamileg, an telougoueg, ar c'hannadeg, ar banglaeg, ar goudjarateg hag ar gurmukhi hervez an doare nevesañ 5.30 bet embannet e miz Gouere 2001.

Daoust ha ma reer mui-ouzh-mui gant sistemoù implijet gante sinoù diakritek evel, da skouer Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg (IAST) pe Romanekadur al Levraoueg vroadel e Kolkata, e c'hell bezañ talvoudus sistemoù ledan o zachenn implijet evel hemañ evit gallout treuzskrivañ meur a doare skritur indezek en un doare resis hep rankout ober gant arouezennoù ispisial hag a-drugarez da se e vez implijet alies war ar genrouedad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search